Da welet

NEPELL AC’HANN

E Gourenez Kraozon a zo e-barzh Park Natur Rannvroel Arvorig

Emañ BREIZH ODISEA e Landevenneg, e-touez takadoù naturel, istorel ha sevenadurel e-leizh. Grit anaoudegezh gant lec’hioù touristerezh an trowardroioù ha splujit e-barzh hor glad hag hon istor breizhat.

NEPELL AC’HANN

ruines de l'ancienne abbaye de Landévennec

Mirdi abati gozh Landevenneg

Savet e oa bet abati gozh Landevenneg gant Sant Gwennole war-dro 485. Plijout a ray kalz d’an dud a zo sot gant savadurioù kozh Breizh. Un testeni hep e bar eus 15 kantved istor e Breizh eo, eno ho po tro d’ober ur bourmenadenn e-barzh krouidigezh ar manati koshañ anavezet e Breizh.

Mont da vale war al lec’hienn arkeologel-se, ur gwir chanter furchadegoù a-wel d’an holl, el liorzh legumaj hag e liorzh al louzeier, evit mont war-gil en amzer dremenet, ha mont da welet ar mirdi ma vo kontet istor ar manati deoc’h.

cimetière marin landévennec

Bered ar bigi e Landevenneg

Diwar ar were ez eus ur gwel kaer-dispar war aber ar Stêr-Aon. Eno e c’hallit gwelet bered ar bigi, ur porzh souezhus evit ar bigi a zo da vont d’ober o beaj diwezhañ etrezek ar chanterioù disevel.
randonnée sur la presqu'île de Crozon

AR GR 34

Park Natur, koadeg-domani, gwenodennoù-bale ha troiadoù MTB, takadoù loc’heta ha sioulder, ur bern traoù ho po d’ober. E-pad un devezh, un dibenn-sizhun pe vakañsoù e c’hallit tennañ ho mad eus ar vro-mañ, peadra da aveliñ ho penn ha da vagañ ho spered. Evit gouzout hiroc’h, gwelet gant Ti an Douristed e Gourenez Kraozon.