DIZOLOIT ISTOR MEUR BREIZH

Gant Breizh Odisea e vo digoret deoc’h dorioù glad, sevenadur hag istor Breizh.

HENTAD MIRDIOURIEZH DRE SOUBIDIGEZH

Eus ar mojennoù gwechall da vareoù bras an istor, eus an hengounioù hag ar gizioù kozh da liesegezh Breizh a-vremañ, gant Breizh Odisea e vo kinniget deoc’h ur weladenn don.

KIT PELLOC’H GANT HO KWELADENN

LA DISTILLERIE DE LANDEVENNEG

MIKRO-STRILHEREZH

Deuit da zizoloiñ hon atalier artizanel likorioù ha lambigoù Breizh gant e zaou vekanik-lambig ha tañvait hor produioù.

AWEN KAFE

PRETI HA KAFEDI

restaurant avec vue

En e sal pe war e leurenn digor war gwel dibar morlenn Vrest e vez kinniget gant Awen Kafe, da verenn ha da goan, ur gartenn evajoù ha meuzioù graet war al lec’h, gant produioù fresk hag eus ar vro. Pellgomz : 02 98 86 73 47

PRODUIOÙ BREIZH

STAL

boutique bretonne

En hor stal e kavoc’h un dibab produioù lipous ha sevenadurel a Vreizh evit an dud gour koulz hag evit ar vugale. Peadra da lidañ troioù-micher liesseurt artizanerezh ha sevenadur Breizh